YOGA E BREZHONEG ENLINENN

Date et heure :

4 février 2024 18h00 - 19h00

Partagez

Description

Un tamm berr eo ha vat, met vel ez eo er ger…da welet piv vefe dedennet gant yoga e brezhoneg enlinenn e Breizh ( evit ar re n’int ket e Roazhon) ha zoken er bed a bez….

« Yoga flour, Yin yoga, Yoga evit an holl, sportour.ez pe get, bras ha bihan, Kozh ha yaouank, evit distanañ, labourat war an anal, ar preder, an emstummoù.

Displegañ a rin deoc’h da betra servij pep emstumm, pep poelladenn analaat , gant petra ha penaos ez eo liammet hag all…. »

Hag evit echuiñ  pelec’h on bet stummet :

Stummet e oa bet Bleunienn Jegou-Louarn e Bro India. Ar wech kentañ oa er bloavezh 2019 war danvez Hatha Yoga & Pranayama hengounel gant Indianed, en un ashram strikt, 200 eurvezh kelennadurezh evit tizhout Diplom Etrvroadel skol Arhanta Khajuraho.

Prenet he deus da heul ar stummadur-mañ he 2 volenn tibetan gentañ en Himalaya.

Ar bloavezh warlec’h ez eo hi distro da beurzeskiñ muioc’h c’hoazh war an danvez-mañ, rak dedennet bras e oa gant ar ouiziegezh korfel, speredel, ha kevrinel (mistik) ouzhpenn.
Lavaret e veze dezhi e oa deuet hi ampart mat evit reiñ kentelioù ha displegañ sklaer an danvez-mañ, adkavet he deus en un doare naturel an doareoù pedagogel a-ratre evit seurt kelennadurezh, rak skolaerez herlec’hierez e oa bet d’ur mare zo e rouedad Diwan.

Setu, Tremenet he 300 eurvezh staj e Su Goa war danvez arbennik ar yin yoga, Ayurveda hag ar 5 danvez ret.

Bolenn ebet ar wech-mañ rak ur wech echu ar stummadur ez eo bet adkaset prim d’ar gêr gant ar c’harr-nij kentañ pa oa krog ar c’hovid d’en em ledañ da vat eno.

500 eurvezh ganti, prenet he deus ur volenn brasoc’h a-drugarez d’ur mignon indian e-pad al lockdown…Ha da heul gourc’hemennet reoù all…tamm ha tamm.

Distro eo hi adarre da vro India e Nevez-Amzer 2022 da brenañ bolennou pa oa bet digoret endro an harzoù, da heul ur stummadur nevez war an implij bolennoù zon terapeutek. Plac’h arbennik ar zon eo deuet hi da vezañ ivez.

Studiet he deus drezi hec’h unan an doare da “louzaouiñ” dre ar zon en ur vont da glask leun a ditouroù a-bep seurt.
ouzhpenn 30 bolenn disheñvel hag a bep ment a zo ganti hiziv an deiz, ur gong hag ur volenn kristal, “kleierigoù”, happydrums, diapazon hag all.

Ober a ra alies “flouradennoù zon” e dibenn pep kentel yoga, met ivez e-pad 1e/1e30 hec’h unan pe gant ur c’homper un didgeridoo gantañ.

Reiñ a ra kentelioù yoga dre « stal » e Penn-ar-Bed. Graet he doa un nebeud stalioù e brezhoneg e kêr Roazhon e 2019 /2020.

Laouen eo Bleunienn da zistreñ en he c’hêr mamm da kinnig  e brezhoneg kentelioù ur wech ar miz 1e e Skol an Emsav.
Ur c’hemmesk digor d’an holl dud eo, sportour.ez pe get, pep hini a gavo e gont !

“va fal a zo degas deoc’h pezh a ouezan evit ma c’hellfec’h adober da heul er gêr ha deoc’h da zont da vezañ emren tamm-ha-tamm, cheñch a ra da vat ar vuhez !!! “

https://www.facebook.com/bleuniennyoga/

https://www.instagram.com/bleuniennyoga

 

Evit en em lugañ kas a rin deoc’h al liamm, gaude bezañ enskrivet, war “Jitsi”. Ret e vo pellgargañ Jitsi nemet evit ar Pellgomzer pe Ipad, ket evit an Urzhiater.

Expiré